Foar ar goulennoù - Foire aux questions
Respontoù d'ar goulennoù aliesañ savet - Réponse aux questions les plus fréquemment posées
- Gant piv e vez graet bravigoù Tan ha Morzhol ? - Qui fabrique les bijoux de Tan ha Morzhol ?
Michel eo ma anv, krouiñ ha sevel a ran pep bravig penn-da-benn em stalig e Menez Are e Kerne (Breizh). Lañset em eus ma zastummad kentañ e 2009. M'ho peus c'hoant da c'houzout muioc'h diwar ma fenn, klikit amañ !
Je m'appelle Michel, je crée et fabrique entièrement chaque bijou à la main dans mon atelier des Monts d'Arrée en Cornouaille (Bretagne). J'ai lancé ma première collection en 2009. Si vous voulez en savoir plus sur moi, cliquez ici !
- Penaos ha pelec'h e vez savet ar bravigoù ? - Comment et où sont fabriqués les bijoux ?
Krouet ha dornc'hraet penn-da-benn ganin em stal eo ma holl vravigoù. Testeniet eo ar metaloù implijet ganin bezañ hep nikel na plom na saotradur all ebet. Arc'hant 925 adaozet a vez implijet ganin evit mirout da eztennañ kailh.
Tous mes bijoux sont entièrement créés et fabriqués à la main dans mon atelier. Les métaux employés sont certifiés sans nickel ni plomb ni aucune autre impureté. L'argent 925 est recyclé afin de limiter l'extraction minière.
- Laton ? Arem ? Peseurt diforc'h 'zo ? - Laiton ? Bronze ? Quelle est la différence ?
Kendeuzadoù int. D'ober laton e vez kendeuzet kouevr ha zink ha d'ober arem e vez kendeuzet kouevr ha staen. Liv alaouret 'zo d'al laton. An arem, avat, a zo "tommoc'h" e liv, tostoc'h ouzh hini ar c'houevr.
Ce sont des alliages. Le laiton est un alliage de cuivre et de zinc, le bronze est, quant à lui, fait de cuivre et d'étain. Le laiton a une couleur dorée. Le bronze a une couleur plus chaude, proche de celle du cuivre.
- Ha tretet e vez ho metaloù enep an oksidadur ? - Vos métaux sont-ils traités contre l'oxydation ?
N'int ket. Ne vez lakaet produ kimiek ebet ganin war c'horre ar metaloù.
Non. Je n'applique aucun produit chimique à la surface des métaux.
- Ha cheñch a ra liv al laton hag an arem ? - Le laiton et le bronze changent-ils de couleur ?
Ya, oksidañ a ra al laton hag an arem gant an amzer. Abalamour d'ar c'houevr a zo enno eo e c'hoarvez kement-mañ ha diwar se e teu ar verglenn a ro d'ho pravig e neuz. Aes eo , avat, reiñ dezho o lufr orin en-dro (gwelout izeloc'h "Penaos lufrañ ma bravigoù ?").
Oui, le laiton et le bronze s’oxydent avec le temps. Ceci est dû à la présence de cuivre dans l’alliage et c’est cette patine qui donne du cachet à votre bijou. Il est cependant facile de leur redonner leur brillant d'origine (voir plus bas "Comment faire briller mes bijoux ?").
- Penaos lufrañ ma bravigoù ? - Comment faire briller mes bijoux ?
Gallout a rit frotañ anezho goustadig gant ur vroust-dent ha toaz-dent pe bikarbonat sodium. Ret eo riñsañ gant dour da c'houde ha sec'hañ mat. Brenn-heskenn eo ar gwellañ. Arabat implijout produioù kimiek trenk pe traoù a c'hellfe rezennañ ar metal !
Vous pouvez les frotter délicatement avec une brosse à dents et du dentifrice ou du bicarbonate de soude. Il est impératif de rincer à l'eau et de bien sécher. De la sciure de bois est idéale. Ne pas employer de produits chimiques acides ou de choses qui pourraient rayer le métal !
- Perak e ra merkoù glas ma bravigoù laton hag arem ? - Pourquoi est-ce que mes bijoux en laiton ou en bronze laissent des traces vertes ?
Reaktadenn ar c'houevr a zo er metal gant PH ho kroc'hen eo ha disheñvel eo eus an eil den d'egile. Dizañjer krenn eo ha naetaet e vez gant soavon.
C’est la réaction du cuivre présent dans le métal avec le PH de votre peau, et c’est différent d’une personne à l’autre. C’est complètement inoffensif et se nettoie avec du savon.
- Penaos muzuliañ ment ma biz ? - Comment mesurer la taille de mon doigts ?
Ar pep gwellañ eo lakaat muzuliañ ho piz gant ur bravigour a vicher. Ma n'eo ket posupl, e c'hellit kemer ur walenn a ya mat deoc'h ha muzuliañ an diametr diabarzh (e mm) gant ur reolenn reti ha lieskementiñ ar muzul dre 3,14 (skouer : 17,8mm x 3,14 = 55,89, ho ment a zo 56). Gallout a rit ivez ober tro ho piz gant ur vandenn baper ha muzuliañ anezhi. Diwall da stardañ re, ret eo d'ar walenn tremen ho kenvelloù !
L'idéal est de faire mesurer votre doigt par un bijoutier professionnel. Si ça ne vous est pas possible, vous pouvez prendre une bague qui vous va et mesurer son diamètre intérieur (en mm) avec un pied à coulisse puis multiplier la mesure par 3,14 (exemple : 17,8mm x 3,14 = 55,89, votre taille est 56). Vous pouvez aussi faire le tour de votre doigt avec une bande de papier puis la mesurer. Attention de ne pas serrer trop, il faut que vos articulations passent !
- Ha kas a rit d'ar vroioù estren ? - Livrez-vous à l'étranger ?
Ya ! Dereiñ a ran er bed a-bezh.
Oui ! Je livre partout dans le monde.
- Pegoulz em bo ma bravig ? - Quand recevrai-je mon bijou ?
Hervez ar mare eus ar bloaz hag an niver a urzhioù am eus, e c'hell kemer din etre un ha teir sizhun evit ober ha kas deoc'h ho pravig. Kerkent ha kaset ho pravig e kasin deoc'h dre bostel niverenn heuliañ ho pakadenn.
Selon la période et le nombre de commandes, cela peut me prendre entre une et trois semaines pour réaliser et vous expédier votre bijou. Dès l'envoi de votre bijou je vous envoie par mail le numéro de suivi de votre colis.
- Gallout a ran mirout ma bravigoù en dour, pa ran ar skaotaj, er strinkadenn pa ran sportoù ? - Puis-je garder mes bijoux dans l'eau, quand je fais la vaisselle, sous la douche, quand je fais du sport ?
Gwelloc'h eo lemel anezho. Ret eo sec'hañ anezho pizh ma teu dour warno. Arabat mirout ho pravigoù en ho sal-dour, lec'h ma c'hell dour bezañ strinket warno. Takennoù dour a c'hell ober pikoù diaes da naetaat.
Il est préférable de les enlever. Il faut bien les sécher s'ils sont mouillés. Evitez de conserver vos bijoux dans la salle de bain, où ils pourraient recevoir des projections d'eau. Les gouttes d'eau font des taches difficiles à nettoyer.